Kaier-liammiñ


Lenn ar pennad-mañ ne dalv ket lenn ar c'haier-liammiñ bemdez : titouroù pe gemennadennoù hiniennel a gavec'h àr ar c'haier, na gavec'h ket àr ar lec'hienn.

 

Consulter cette page ne dispense pas de prendre connaissance, chaque jour, du cahier de liaison : vous trouverez dans le cahier des informations ou des messages individuels que vous ne trouverez pas sur le site.


Da heul ar goulennoù savet e-pad an tolp-distro-skol, e kavec'h, er c'haier galleg, elfennoù-steuñv evit deskiñ ar gentel c'heriaoueg "Lenn ur pennad war ar geriadur".

O klask ho skoazelliñ, ho trugarekaat a ran ma lakaat da ouiet ma jaoj deoc'h, evit ma vo spleitabl ar labour-azasaat-mañ.

 

Donnant suite aux demandes exprimées au cours de la réunion pédagogique, vous trouverez, dans le cahier de français, des éléments de guidage pour l'apprentissage de la leçon de vocabulaire "Lenn ur pennad war ar geriadur" (lire un article de dictionnaire).

Soucieuse de vous épauler, je vous remercie de me faire part de vos remarques, afin de rendre cet aménagement efficace.


D'al lun 25 a viz Gwengolo, da 17h30, e skol Menez Houarn e Ploue, e vo dalc'het un tolp a-benn tapout an aotre d'embrougiñ ur c'hlasad belo. Digor eo d'an holl, ha didermen eo. Kasit ho pelo genoc'h.

 

Une session d'agrément pour l'accompagnement d'une classe vélo se tiendra le lundi 25 septembre, à 17h30, à l'école de Manehouarne à Plouay. Elle est ouverte à tous, et illimitée. Apportez votre propre vélo.


D'ar meurzh 19 a viz Gwengolo, da 17e30, e vo dalc'het tolp distro-skol ho pugel.

Da heul ur genabadenn e kendalc'himp e pep unan ag an daou glas.

 

La réunion de rentrée de votre enfant se tiendra le mardi 19 septembre à 17h30.

Après un temps commun, elle se poursuivra dans chacune des deux classes.